Va zestenn feiz

Gant Magali Deval

 

Roomp ar galloud d’ar c’hemm

 

Itron, Aotrou,

 

Warc’hoazh e vo ur bajenn nevez o tigeriñ, evit ar Frañs, Penn ar Bed hag hor bastell-vro.

 

François Hollande en do ezhomm, evit respont d’ar c’hlaoustre a vez er mare-mañ war dachenn an enkadenn ekologel, ekonomel ha sokial, eus nerzh an tu kleiz a-bezh, hag eus an ekologisted.

 

Kendrec’het on ez eo ar stourmoùigoù war an dachenn a lakaa an traoù da cheñch.

 

Emskiant on ivez, eus al labour am bo da gas war raok, hag eus ar c’hiriegezhioù a vo va re.

 

Prest on da selaou ac’hanoc’h ha da zougiñ ho stourmoù, ho koulennoù a bep seurt.

 

37 vloaz on ha danvez kannadez on evit reneveziñ ar vuhez bolitikel.

 

Alc’hwezh hor dazont : krouiñ implijoù ha ne vo ket tu dilojañ, a-drugarez d’an ekologiezh, d’ar c’henskoazell ha d’an holl stourmoù a-enep an direizh.

 

 

 

Magali Deval, ur startijenn nevez evit Brest Rural !

 

1 An ekologiezh, un diskoulm a-enep an dilabour !

Dreist eo hor bro evit diorroadur implijoù mat a ne vo ket tu dilojañ : labour-douar, transportoù, skoazell an dud, bugaligoù, reneveziñ tiez hag energiezhoù padus…

 

2 Ul lojeiz a feson

Stardañ ha bevenniñ mat priz ar feurmoù, sevel 500 000 lojeiz ouzhpenn ar bloaz (e Bro C’hall) ha kas war raok ur steuñv evit difuiñ an tiez hag evit digreskiñ ar fakturennoù.

 

3 Yec’hed mat !

Derc’hel d’ar medisinerezh dostañ, pouezhañ war ar pezh a lako ac’hanomp da chom yac’h, ar boued en o zouez. Difenn ar c’hlañdioù publik.

 

4 Distreiñ war ul labourerezh-douar

a grouo implijoù, a roio a walc’h a c’hounnid d’al labourerien-douar, a zoujo ouzh hor yec’hed, ar pratikoù hag an endro. Pal : riegezh ar boued evit pep tachenn vras ar bed.

 

5 an deskiñ : ar pal pennañ !

Implij 60.000 desaverour a vicher war 5 bloaz, diorriñ ar skoazell hiniennel, addigeriñ ar RASED, degemer ar vugale dindan 3 bloaz er skolioù.

 

6 Saveteiñ hor blanedenn, ha ni ivez !

Mirout d’an douaroù mat bezañ golloet gant hentoù hag all, stourm a-enep saotradur ar mor, an OGM, an diastuzher, gwareziñ ar bevliesseurted, soutenn intruduioù tost : (liorzhoù rannet, permaculture, deskiñ an endro, netaat an aodoù).

 

7 koshaat eurus !

Surentiñ al leve, hag ar mezegañ, mont war zu an emrennerezh, hag an darempredoù etreoadel, kinnig bodoù, lec’hioù bevañ, liesseurt, gwellaat an implijoù ha perzhioù mat ar servijoù er gêr.

 

Magali Deval danvez kannadez,

Animatourez EELV e bro Brest, ekologourez abaoe pell, em eus roet kalz energiezh abaoe pell da stourm a-enep ar saotradurioù a bep seurt, eus an natur hag eus mab den. Evel kannadez em befe c’hoant labourat war an temoù-se : stourm a-enep ar breskted, gwareziñ hor bro hag hor yec’hed, stourm a-enep an holl direizhderioù, ha kas war raok ar brezhoneg ha sevenadur breizh.

Ar bolitikourezh a zo evidon, ul lusk a vefe diazezet war ar bed kevredigezhel. Evidon, hor bro az a war raok a drugarez d’an harzoù bihan a vez graet war an dachenn.

37 vloaz on, magerez hag o verañ un ti vakañsoù evit tud ampechet e Plougin emaon.

 

Pierre Karleskind, eil-kannad

Strollad sokialour,  Kuzulier Rannvro

Erruet on e Brest e 2004 evit labourat war-zu ar mor. Sekretour ar PS ribl dehou ar Pennfeld on, kuzulier ti-ker, kuzulier kumuniezh-kumun Brest, ha kuzulier rannvro on.