Ar Redadeg 2012

 

Ar Redadeg, redek evit ar brezhoneg :

Abaoe 4 bloaz, a bep eil bloavezh, e vez graet tro breizh gant tud mennet da gas ar brezhoneg war raok.

Evel just, ne vez kazimant ket komzet ar brezhoneg en tiegezhioù ken, met dre labour ar skolioù (Diwan, Divyezh, Dihun), dre skoazell ar c’humunioù (lod anezho), ar c’huzulioù jeneral (lod anezho), hag ar rannvro, e vez klevet ha gwelet brezhoneg er vuhez publik kalz muioc’h ha viskoaz. An hini en deus c’hoant deskiñ brezhoneg a c’hell en ober aesoc’h aesañ bremañ. War-lerc’h e ranker kaozeal kea, tamm ha tamm e vez graet e vragoù da Yann !

Ret eo kaout fiziañs en dazont evit ar yezh-se, ar yezh keltiek diwezhañ komzet en Europa a-bezh ! Alato !

Neuze disadorn a zeu, hag e vo brav an amzer sur, deuit da welet an dud o redek, deuit da redek ganto, evit ar blijadur, nemet evit ar blijadur !

http://www.ar-redadeg.org/?lang=br