Brezhoneg

Un enkadenn arc’hant, sokial hag eus an endro emaomp o vevañ.

Pa vez preizhet pinvidigejoù an endro, ar bed, al loened ha mab an den a vez en enkrez.

Daoust hag en ur bed mod-se e fell deomp bevañ ha petra vo laosket d’hor bugale ?

Ret eo deomp labourat er vro, er rannved europat, hag er bed a bezh, en ur grouiñ un Urzh Bedel an Endro.

Hen gouzout a reomp abaoe Fukushima : an energiezh nukleel a vez risklus kenañ

An enklaskoù nukleel graet gant ar Frañs er polynesia hag er Sahara o deus saotreet evit kantvejoù ha kantvejoù an douar hag ar mor.

Or oberennoù o deus heuliadoù evit ar rummadoù tud o tont.

Poent eo prientiñ ur prantad etre a bouez evit an energiezh, en ur stourmañ a-enep ar foraniñ, en ur diorreiñ an energiezhioù padus.

E miz Even o tont, al lezenn gentañ a rankfe bezañ ul lezenn a vallusted ekologel.

  • harzañ gant an OGM
  • difenn gounnez war ar gazoù skilt
  • steuñv mont kuit eus an nukleel
  • steuñv mont kuit eus an diastuzerioù

Doujañ ouzh an traoù vev, an endro, a zo prisiusoc’h eget sevel un hent, ur parkva, un dachenn-kenwerzh.

Ret eo kaout lezennoù evit gwarez al loened eus ar gwallgaserezh hag eus an diankadenn.

Gwareziñ ar maezioù hag ar stuzioù a rankimp ober en ur sevenniñ ouzh diorradur ar c’herioù bras, doujañ ouzh an endro a rankimp ober ivez.

Fellout ara deomp adstudial politikerezh al labour douar, evit sikour gwelloc’h ar paisanted, evit kas ar bio war raok, en ur implij nebeutoc’h nebeutañ a louzoù fall evit ar yec’hed.

Ret eo bouetañ ar bed a bezh. Tu zo en ober gant or youl bolitikel.

100% a voued bio evit or bugale er magourioù hag er skolioù kentañ derez.

Kalonus e rankimp bezañ evit kemer hent dreuz an ekologiezh. Taxoù nevez a vo evit stourm a-enep ar saotradurioù hag an tommañ an hinad.

Ret eo deomp cheñch hon doare da brenañ, hon doare da broduañ ha da veajiñ. Ret eo deomp diorriñ kenwerzhioù ha servijoù tostoc’h.

Ar c’hemmoù-se a c’hell lakaat da grouiñ ur million implij ac’han 2020. Sevel ha reneveziñ an tiez, en deskadurezh, er skolioù, er magourioù.

Sikour a raimp ar c’hevredigezhioù niverus a ra war dro ar vugale, an dud ampechet, ar re gozh, ar re o deus diaezamantoù bevañ.

Kalz a dud a gomz eus an ekologiezh, rall a ra da vat …

Pezh a gont ez eo votiñ an 22 a viz Ebrel, ar 6 a viz Mae, an 10 ha 17 a viz Even.

Un emgav gwir etre ar Frañsizien hag an ekologiezh a rank bezañ bremañ.