E brezhoneg !
Kemper ekologiezh ha kenskoazell
Dibab an ekologiezh evit Kemper hag ar c’humunioù tro-dro.
Ret eo da Gemper ha d’ar c’humunioù tro-dro kemer o ferzh er stourm a-eneb direizhed an hin. Dav eo muzuliañ roud ar c’harbon e kement tra a reomp. Deuet eo an amzer da gas da vat ur politikerezh ekologek, youlek ha poellek.
Hervez ar skiantourien, e chom dek vloaz evit ober ar chañchamañchoù, pezh a vo ur garg a bouez d’an dilennidi da zont, gant sikour an holl dud.
Kêris, tud ar vro, obererien er vuhez kevredigezhel, sevenadurel, ekonomek, implijidi ar gwazadurioù, dilennidi, kevelerien an ensavadurioù, deoc’h c’hwi e vo da gemer perzh en divizoù.
Poent bras eo deomp labourat evit diazezañ ar gêr war an ekologiezh hag ar genskoazell.
Posupl eo assambles.
Bezañ kempenn war an energiezh, un dra vat evit an hin, evit an amzer !
Ober ar muiañ posupl gant an energiezhoù padus.
Kinnig modoù all d’en em ziblassañ :
- lakaat muioc’h a drañsporchoù boutin,
- ober heñchoù e kêr evit ar beloioù,
- aesaat ar genweturiñ.
Tennañ gounid eus al lostachoù.
Gwareziñ an endro e kêr ha tro-dro.
hag ivez reiñ lañs d’un demokratelezh tost d’an dud.
Savomp amañ ur c’horn-bro a ekologiezh hag a genskoazell evit bevañ gwelloc’h asambles!
da skouer :
- reiñ kalon d’obererien an ekonomiezh hag ar sevenadur da labourat asambles,
- reiñ lañs d’ar c’huzulioù-karter,
- reiñ ar galloud d’an dud da gaout ar muiañ posupl a ditouroù war lec’hienn an ti-ker, d’ober goulennadennoù,
- emvodañ ar c’hêriz, an dilennidi, an implijidi evit stummadurioù boutin,
- digeriñ kazetenn an ti-kêr d’ar c’hennigoù ha tabutoù a-enep,
- aesaat buhez ha kemenn ar c’hevredigezhioù,
- sikour an dud divroet evit ul lojamant deread, o bevañs hag o gwirioù.
An tremenadur ekologek e Kemper a roio nerzh d’an ekonomiezh !
Dibab an ekologiezh n’eo ket kilañ med ober gant madoù hor planedenn en ur mod padus.
Pezh a zo mallus-kenañ evit mad an holl.
Hor c’hennigoù evit an dud yaouank!
Sikouriñ ar re yaouank da vezañ digabestr: dre al lojamant, an trañsporchoù boutin, pe gant heñchoù evit ar beloioù ha lec’hioù da genweturiñ…
Souteniñ raktressoù-labour an dud yaouank liammet gant an ekologiezh: energezhioù padus, labour-douar bio, implij al lostachoù…
Aesaat evit an holl ur bevañs yac’hus
Oberioù boutin e Kemper hag er c’humunioù tro-dro evit an tremenadur ekologek :
- Kreñvaat ar vevdiseurtelezh gant muioc’h a c’hlasvez e kêr.
- Gwellaat madelezh an aer o tibab modoù dous da zilec’hiañ (bale, belo, trañsporchoù boutin).
- Krouiñ implijoù evit tennañ gounid eus al lostachoù.
- Bezañ kempenn war an energiezh ; reiñ lañs d’ur raktres evit produiñ hag ober gant energiezhoù padus.
- Lakaat muioc’h a ingalded etre an dud da geñver an tremenadur ekologek.
- Aesaat ar c’helaouiñ hag an divisoù diwar-benn an endro.
- Skoazellañ an embregerezhioù a labour er vro evit an tremenadur ekologek.
An doujañs evit al loened:
Evit pezh a sell eus an doujañs evit al loened, e lakimp o gwarez e politikerezh ar gêr hag an arc’hant a vo ret, da skouer evit disperiañ ar c’hizhier diberc’henn, asambles gant kevredigezhioù evel ar SPA pe an ABRAQ. Sikour a rimp bep tra a vo graet e-kenver ar vuhezegezh evit al loened.