Digreizennañ : disparlañ energiezh hon tiriadoù
Gervel a reomp ni, ekolojisted, d’ur framm enzavadurel nevez, efedusoc’h ha resisoc’h evit gallout respont da gemmoù diniver an emdroadur ekologel ha sokial.
War ter fenaenn eo harpet an adreizh a fell deomp : an nested, ar c’hengred hag ar rannvroelouriezh. Ar rannvroelouriezh-se a ya da heul ur gevreadelezh e lec’h ma vo ar rannvroioù luskerien an obererezh publik. Evit dec’hel kont eus dibarderioù ekonomikel, sokial, sevenadurel ha yezhel an tiriadoù e fell deomp ur mererezh diforc’hek evit an tiriadoù. Ar pezh a dalv e vo savet ur stadud dibar evit Breizh, ganti kefredioù ouzhpenn o klotañ gant hec’h ezhommoù. Er statud-se vo ennañ adstagadur Liger-Atlantel da Vreizh hag anaoudegezh ofisiel yezhoù Breizh.
An teuliad-mañ, zo bet savet gant Europa Ekologiezh Ar Re C’hlas ha bodad Rannvroioù ha Kevreadelezh EELV a resisaa hor c’hinnigoù da geñver danvez lezenn an digreizennañ. Ar « gevreadelezh diforc’hek » eo hor raktres. Adkavit ar resisadurioù hag hor c’hinnigoù en ur klikañ amañ.