Kemper d’an 18 a viz mae 2012
 Hiziv evit un toullad eurvezhioù e vo Douarnenez kêr-benn ar brezhoneg !
En ur mod fur met groñs, e ya Europa Ekologiezh da heul gant ar spi e vo anavezet da vat liesseurted ar rannvroioù gant ar Republik.
Ha pa vefe en ensavadurioù europat pe e Parlamant bro C’hall, an ekolojisted a vo mennet ingal da lakaat e vefe anavezet sevenadurioù hor rannvroioù war dachenn ar gwir.
Manifestin hardizh a zo bet graet en ur bern kêrioù d’an 31 a viz meurzh tremenet, hag ar Redadeg da heul a ziskouez youl ar geodiz evit implij hor yezhoù en un doare bev. Dispar eo bet perzh ar c’hevredigezhioù hag an embregerezhioù lec’hel evit-se.
War ar renk e departamant Penn Ar Bed e anv Europa Ekologiezh, d’an 10 a viz even o tont, stad zo ennon bezan bet eno e Sant Evarzeg pa oa tremenet ar vazh-test e-biou din. Ma strollad politikel zo bet e touez an nebeut re o deus roet arc’hant evit an darvoud-stourm-se.
Asambles gant Ronan Dantec, Senedour Al Liger Atlantel, harpet gant François Alfonsi, kannad europat e refomp hor gwellan gourc’hemennoù da rederien ar 1500 kilometrad pa en em gavfont da bemp eur goude kreisteiz.
N’hon eus ket ar gwir da leuskel ar brezhoneg da vervel ! Ar XIVvet lezennerezh-pad a rank bezan hini nevez amzer ar yezhoù rannvroel.