Ya d’Ar Brezhoneg – Bretagne / Breizh http://bretagne-old.eelv.fr Le site d'Europe Ecologie Les Verts Bretagne Tue, 25 Apr 2017 22:23:17 +0200 fr-FR hourly 1 https://wordpress.org/?v=4.9.6 Livre et Lecture en Bretagne s’engage en faveur de la langue bretonne http://bretagne-old.eelv.fr/livre-et-lecture-en-bretagne-sengage-en-faveur-de-la-langue-bretonne/ Wed, 15 Feb 2012 13:46:05 +0000 http://bretagne.eelv.fr/?p=5581 Itron Kadoriadez Ofis ar brezhoneg, keneiled ker, Madame la Présidente de l'Office de la langue bretonne, cher-e-s collègues, ...]]>

Itron Kadoriadez Ofis ar brezhoneg, keneiled ker,
Madame la Présidente de l’Office de la langue bretonne, cher-e-s collègues,

Da gregiñ ganti e karjen kinnig an emglev vo sinet ganeomp da vemor Annaig Renault. Barzhez ha skrivagnerez koulz e brezhoneg hag e galleg. Ur vaouez he deus graet maread a draoù evit al levrioù e Breizh hag aet diouzhimp nevez zo siwazh. ..

Ur blijadur vras eo din sinañ ar Garta : Ya d’ar brezhoneg ! en anv Kuzul-Merañ Levrioù ha lennadennoù e Breizh. Hiviziken e vezo muioc’h a vrezhoneg en ti, muioc’h a vrezhoneg pa vezo kelaouet an dud ha graet brud d’hol labour. Ul labour…e brezhoneg pa’z eus ur vrezhonegerez er skipailh ganeomp c’hoazh.

Pour commencer, j’aimerai que cette signature soit dédiée à Annaig Renault, poète, nouvelliste, romancière de langue bretonne et française qui a donné beaucoup pour le livre en Bretagne et qui vient de disparaitre…. C’est avec grand plaisir que je signe aujourd’hui la charte Ya d’ar brezhoneg ! au nom du Conseil d’Administration de l’EPCC Livre et lecture en Bretagne. Il-y-aura désormais plus de visibilité pour la langue bretonne dans nos outils de communication et d’information alors même que nous avons déjà une brittophone dans l’équipe.

Lennit e brezhoneg, e bebereg, en amerindianeg ha taolit ur sell all war ar bed ha ne vo ket sell an niver brasañ. Hon doare da skrivañ deomp-ni ez eo ha dleet deomp kas an doare-se pelloc’h hag ober tan hag ober ton d’ar skrivañ e brezhoneg. Re vihan eo lodenn hor yezh setu ma rankomp reiñ brezhoneg da welet, da glevet, da zeskiñ ha da lenn evel-just. Hon dever ez eo amañ e ti Levrioù ha lennadennoù e Breizh ober hol lod da doullañ pelloc’h an ero. Ha gwall fier on deus ar perzh-mañ deus hor sevenadur emaomp o tifenn.

Écrire en  breton, berbère ou amérindien c’est lire et penser le monde différemment qu’en langue majoritaire. C’est écrire  à notre manière et c’est cette manière qu’il nous faut entretenir, transmettre, valoriser, montrer. Parce qu’elle est unique et parce qu’elle a apporté au monde. Minorisée, mais tout aussi égale aux autres, la langue bretonne se doit désormais d’être vue, entendue, apprise et bien sur, lue. C’est notre devoir à Livre et lecture de participer à cette  réappropriation, ou appropriation, d’une part importante de la culture de notre  pays dont je suis particulièrement fier.

Atav o deus bet lennet an dud e brezhoneg. Va zud-kozh n’o doa nemet ul levr avat, e-giz en holl diegezhioù war ar maez e Breizh-Izel. Al levr ma’z eus unan. Ul levr sakr. Ul levr e brezhoneg rak ne oa yezh all ebet er gêr. Buhez ar Zent an hini eo. Bemnoz e veze lennet buhez un den pe  ur vaouez deut pell a oa deus Breizh-Veur betek Breizh Vihan en Armorika. Anv ‘veze deus ar burzhudoù, ar marvailhoù, deus an amboubaled ha dao ! Kregiñ a rae ar vugale da hunvreal. 80 vloaz da c’houde e vez atav lennet marvailhoù gant bugale Vreizh (ha gant va re din-me na petra’ta !) Gizioù nevez zo da Vuhez ar Zent ha brudet int er bed a-bezh : Harry Potter, Hunger games… Setu cheñchet ar Bed ha brezhoneg zo atav ganeomp. Nemet… Daoust hag hunvreal a ra ar vugale gant levrioù brezhonek ? Labour zo c’hoazh a-dra sur. Da c’hortoz e lavaromp-ni, tud Levrioù ha lennadennoù e Breizh « Ya ! d’ar brezhoneg »

Ha tro ma skrive Annaig Renault en he barzhoneg « Gant ma tavo gwad an noz » :

« Ra vezo aloubet ar bed gant al livioù »

Hag e vezo Annaïg
Hag e vezo…

Le livre avait une place particulière dans la société de langue bretonne. Enfants, mes grands-parents possédaient, comme toutes les familles rurales de basse Bretagne,  un livre unique. Le livre sacré.  Un livre en breton, langue exclusive  de la famille. Ce livre c’était le  Buhez ar zant/la vie des Saints. Chaque jour avant le dîner était lu une vie d’un homme ou d’une femme venues de l’île de Bretagne et qui avaient fondés leur petite Bretagne en Armorique il-y-a de cela très longtemps. On y parlait de miracles, de fantastiques, de magies, de dragons et les rêves  des enfants s’envolaient. 80 ans après, les enfants de Bretagne débordent de livres fantastiques et lisent des Buhez ar zant modernes, best sellers internationaux : Harry Potter, Hunger games… Un monde a basculé et la langue bretonne est toujours là. Mais les enfants arrivent-ils à rêver par des livres  en breton ? Il reste du chemin à faire pour y arriver sans aucun doute.  En attendant, par cette signature, Livre et Lecture en Bretagne, apporte sa pierre à l’édifice d’un monde plus riche de sa diversité culturelle et j’en suis particulièrement fier.

Et comme l’écrivait Annaig Renault dans son poème « Pourvu que se taise le sang de la nuit » :

« Que le monde soit envahi par les couleurs »

Il le sera Annaïg
Il le sera… »

Yannik Bigouin, conseiller régional EELV, président de l’EPCC Livre et Lecture en Bretagne

]]>